Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/285

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 270 —


II


  Mari ’r Masson ’toull dor he zad :
— ’N han’ Doue ma lojet, ma zad !
Ma lojet, en hano Doue,
Me ’zo en poan a vugale !

  ’N han’ Doue, ma lojet ’n ho kraou,
En kraou ar c’hezek pe ar saout ;
En kraou ar saout pe ar c’hezek,
Pe c’hoaz war gornig hoc’h oaled !

  — Kerz ’l lec’h-se diwar dro ma zi,
Pe me a distago ma c’hi !
Kollet t-eûs enor da c’hoerezed,
Iwe hini da vreur bêlek !

  Mari ’r Masson, pa d-eûs klewet,
Da goad braz he zad hec’h eo êt :
Bet hec’h eo eno nao mis krenn.
Hep kaout na bara na soubenn. [1]

  Pa ’z ê ann nao mis achuët,
D’ doull-dor he zad eo retornet :
— Digorret ho tor d’in, ma zad,
Me ’zo en poan a verc’h pe vab !

  — Kerz ’l lec’h-se diwar dro ma zi,
Pe me a distago ma c’hi !
Kollet t-eûs enor da c’hoerezed,
Iwe hini da vreur bêlek !

  Mari ’r Masson, pa d-eûs klewet,
D’ar valanek hi a zo êt ;
D’ar valanek hi a zo êt,
Ur mab bihan e d-eûs ganet.

  Ar bugel war ar bed deuet,
Da oela hec’h eo em laket :
Hi o tapout linenn he fenn,
Hag hen krouga ’n ur wenn spern-gwenn !


Kanet gant Mari Job Kerival,
Plouaret — 1848.

  1. Variante: — Ur breurig kloarek e defoa
    A laere d’êhi tammo bara.