Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 264 —


  — Kloaregig iaouank, em dennet,
Pa na ouzoc’h netra a-bed ;
Ma gwalenn aour am eûs kollet,
Ha pa varwfenn, n’hi c’havan ket.

  War geign he marc’h hec’h eo pignet,
Da di ’r Flouri koz hec’h eo êt :
— Laket ma marc’h er marchosi,
Ha grêt tan d’in, ’wit ma tomminn…

  Ar Flouri, koz a c’houlenne
Ouz Mari Flouri, en de-se :
— Mari Flouri, d’in-me lâret
Petra ’zo ganec’h c’hoarveet ?

  Gwall-galz euz a wad a gollet,
Petra ’zo ganec’h c’hoarveet ?
— Diwar geign ma marc’h on koueet,
Ma gwad am eûs kazi kollet.

  Grêt ma gwele, ma ’z inn en-han
Rag fall, fall-braz a em gavan……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


II


  Ann archer bihan ’c’houlenne
’N ti ’r Flouri koz pa arrue :
— Bonjour ha joa bars ann ti-ma,
Mari Flouri pelec’h ema ?

  Ar Flouri koz a lavaras
D’ann archer bihan, p’hen klewas :
— Eman duze er gambr, kousket,
Tolet-ewez n’hi dishunfec’h.

  ’N arc’her bihan, p’hen eûs klewet,
Gant ar vinz d’ann nec’h ’zo pignet ;
Gant ar vinz d’an nec’h eo pignet,
Da Vari Flouri ’n eus lâret :

  — Mari Flouri, plac’hig iaouank,
Deut ganimp da brizon Gwengamp ;
Deut-c’hui ganimp da dimizi,
Da Iann-justis da eureuji !