— Glaoudina, d’in-me lavaret,
Ped krouadur hoc’h eûs ganet ?
Me hen asur hag hen promet,
N’ho pô en nep-giz drouk a-bed.
— Me hen asur hag hen promet,
Nemet unan n’am eûs ganet ;
Ewit ur plac’hig seitek vloaz,
Na on ket pell daleet c’hoaz.
— Ma sarjanted, en-hi kroget,
Ha da Vontroulez hi c’haset !
Ouzimp-ni a d-eûs anzavet
Penoz pec’heres hec’h eo bet.
— Salv-ho-kraz, aotro Kernewez,
Da Vontroulez n’am c’hasfet ket ;
Da Vontroulez n’am c’hasfet ket,
Ha c’heront ’ve disenoret ;
D’ar gêr a Roazon ma c’haset,
Me ’aïo ganac’h pa garfet…
P’arru Glaoudina en Roazon ;
— Da betra ’nn tantad ’zo ’tal ar prizon?
Da betra ’nn tantad ’zo ’tal ar prizon ?
Pa sellan out-han, ’spont ma c’halon !
— O ann tantad-se, Glaoudina,
’Zo da dewi ur plac’h iaouank ;
’Zo da dewi ur plac’h iaouank,
D-eûs lac’het he mab hep badeziant !
— M’ho dije grêt ’r serjanted er-fad,
Oa ’nn aotro Kernewez en tan gant Glaoudina ’r Gac