Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/263

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR C’HOMBLAD IAOUANK
________


I


  He ’wel arru ’r c’homblad iaouank,
En he dreid ur boutou lignant ;

  En he dreid ur boutou lignant,
War he vantel c’houec’h renk pasamant ;

  War he vantel c’houec’h renk pasamant,
Tri ’zo en aour, tri en arc’hant.

  Ar c’homblad iaouank ’vonjoure
War bave Linan [1] pa ziskenne.

  — Demad ha joa holl er gêr-man,
Ar prizon braz pelec’h eman ?

  Ar prizon braz pelec’h eman,
Ma ’z aï’ ’r c’homblad iaouank en-han ?

  Ar jeolieres a lâras
D’ar c’homblad iaouank, p’hen klewas :

  — N’hoc’h eûs ezomm da ober goap,
Me ’gavo prizon d’ho lakâd ;

  Me ho lakaï’ er bassefos,
Lec’h na welfet na de na noz.

  — Na mar an-me er bassefos,
Me renko kaout ur gwele-klos ;

  Me renko kaout ur gwele-klos,
Ur plac’hig koant ganen en noz.

  Ar jeolieres a lâras
D’ar c’homblad iaouank, p’hen klewas :

  — Me ’glasko ’r plac’h diwar-ar-meas,
Hag a lampo ’n ho kerc’henn eas ;

  1. Peut-être Dinan, — car je ne connais pas de ville ni de bourg en Bretagne qui s'appelle