Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/261

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  — Na grêt-c’hui d’in-me, hostizes,
Kousket un noz gant ho mates ; (bis)

  Me ’roï’ d’ac’h pemp kant skoed arc’hant-gwenn
Ha kement-all en aour melenn ;

  Ha kement-all en aour melenn,
D’ar vates vihan, he goulenn. (bis)

  — Mates vihan, mates vihan,
Deut-c’hui d’ar gêr, ha deut buhan ; (bis)

  Deut-c’hui d’ar gêr, ha deut buhan,
Da avan d’ar baron he goan ; (bis)

  Ha d’ober d’ehan he wele,
Ewit hen disober goude. (bis)

  Me ’c’h a d’am gwele, ha me klanv,
C’hui ’roï’ d’ar baron da goania ; (bis)

  Pa gasfet ar meuz diwezan,
Pô ur presant kaer digant-han. (bis)

  — Salv-ho-kraz, ’mezhi, ma mestres,
P’oc’h bet em andret traitoures ; (bis)

  Me ’c’h a d’ wiska ma boutou skanv,
’Wit reï d’ar baron da goanian. (bis)


II


  P’oa ’r meuz diweza servijet,
Da glask lojeis hi a zo êt : (bis)

  Da glask lojeis hi a zo êt,
Da di he faeron hec’h eo êt ; (bis)

  — Ma faeron, digorret ho tor,
Ho fillores ’zo ’c’houl digor ; (bis)

  Gwell’ eo ganen koll ma buhe
’Wit koll ma enor ’r Pont-newe ! (bis)


Kanet gant Jannet Ar Gall
Plouaret — 1849.


____________