Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/259

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



AR BARON BIHAN
________


I


  Ar baron bihan ’vonjoure,
Er Pont-newez pa arrue : (bis)

  — Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Ar vates vihan pelec’h ’ma ? (bis)

  — Eman duhont bars ar jardinn,
O tibab kaol ha louzou finn ; (bis)

  O tibab kaol ha louzoio
Hec’h a d’ober ar soubenno. (bis)

  — Pajig, pajig, ma faj bihan,
Kê d’ lâret d’ar vates vihan (bis).

  Donet d’ar gêr, ha dont buhan,
Da gomz gant ar baron bihan. (bis)

  — Mates vihan, poania a ret ;
Dibab saladenn eo a ret ? (bis)

  — Dibab saladenn na ran ket,
Dibab ar c’haol, al louzou finn ; (bis)

  Dibab ar c’haol, al louzoio
Hec’h a da ober soubenno. (bis)

  — Lâret ’zo d’ac’h, mates vihan,
Donet d’ar gêr, ha dont buhan ; (bis)

  Donet d’ar gêr, ha dont buhan,
Da gomz gant ar baron bihan.

  — Lâret d’ar baron, lâret d’ehan,
N’am eûs netra d’ober gant-han. (bis)

  — Lâres-te d’in-me, paj bihan,
A d-eûs lâret ’r vates vihan ? (bis)

  — ’R vates vihan ’zo fur ha koant,
Met un tammig ’eo arrogant ; (bis)

  Lâret e d-eûs d’in lâret d’ac’h
N’ defoa netra d’ober ganac’h. (bis)