En kraou ho saoud pe ho kezek,
Pe war ur c’horn euz hoc’h oaled,
Pe gant ar goanta ho merc’hed,
Ho merc’h Jannedig, mar karet ?
Na Rio goz, ’vel ma klewas,
Ur fasad d’ehan a roas.
E-mês ann ti e sortias,
He abit paour a diwiskas ;
Unan satinn-glaz a lakas,
Jannedig Rio hen gwelas.
— Leall ma zad, c’hui ’zo manket,
Markis ar C’hleand ’c’h eûs skoët !
— Kers war he lerc’h ha dizro-han,
Ha goulenn pardon digant-han ;
Hag ewit da vamm ha da dad,
Dre ma oa chanjet he dillad.
— Markis ar C’hleand, distroët
Ma zad, ma mamm a iskusfet ;
Iskuzet ma mamm ha ma zad,
Dre m’ho poa chanjet ho tillad.
— Hoc’h iskus, Jannedig, ’zo grêt,
Hini ho tad na vezo ket ;
Hini ho tad na vezo ket,
Ken veet bet ganen ’r valanek.
Pa veet arru er C’hleunio,
Jannet Rio, m’hoc’h iskuzo. [1]
Jannedig Rio a lâre,
Bars ar C’hleand pa arrue :
— Roït d’in skabell d’azea,
Mar ven-me markizes ama.
Ar vates vihan d-eûs lâret,
Kerkent ha ma d-eûs hi klewet :
- ↑ Ces deux vers ont tout l’air d’une variante des deux précédents.