Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/251

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


MARKIS AR C’HLEAND
HA JANNET RIOU
________


I


  Markis ar C’hleand hen eûs grêt
’R pez n’ raje mab ozac’h mad ’bed.

  Un abit paour hen eus gwisket,
’Wit mont er bloaz-mon d’ glask he voed.

  Kenta aluzenn ’c’houlennas,
’Oa en ti an-nep hen ganas ;

  — Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Un tièges mad ’zo aman ;

  Un tièges mad ’zo aman,
Roët ’ve ’n aluzenn en-han ?

  Hervez ann tres euz ho tillad,
’C’h eûs maget un aotro bennag.

  — Markis ar C’hleand ’m eûs maget,
Met me garje n’am bije ket ;

  Met me garje n’am bije ket,
Karout ’ra ’r gwinn hag ar merc’hed ;

  Karout ’ra ’r merc’hed hag ar gwinn,
A denn, peurvuia, da wall-linn ;

  Ha tech ann dud-jentil bepred
Eo karout ar gwinn, ar merc’hed.

  Aluzenn d’ehan ’zo roët.
Ha mês ann ti eo sortiet ;

  E-mês ann ti eo sortiet,
Da di Rio goz hec’h eo êt.

  — Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Lojet a ve ar paour en-han ?

  Un tieges mad ’zo aman,
Lojet a ve ar paour en-han ?