Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/249

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  — Aotro Doue ! ma mestrig koant,
Braoa plac’h iaouank ’zo er stank !

  Met he botaou hag he lêrou,
Henvel int euz re Jannet Riou !

  — Mar ’ma Jannet Riou er stank,
Me ’m eûs war he bis un diamant ;

  Me ’m eûs war he bis un diamant,
’Oa kousket d’in seis livr ha kant.

  Mar eo Jannet Riou beuet,
Ar glaz-braz d’ezhi ’vô sonet ;

  Ar glaz-braz d’ezhi ’vô sonet,
’Vel pa vije marw ma fried ;

  ’Vel pa vije marw ma fried,
Ma vije bewet, ’vije bet !


Kanet gant Jannet Ar Gall,
mates en Kerarborn, Plouaret — 1849


__________