Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/245

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Met kê warlec’h, ha lâr d’ehan,
C’houlennan iskus digant-han ;

  Iskus da dad, iskus da vamm,
Iwe da iskus da hunan.

  — ’Wit henoz, ma zad, na inn ket,
Rag ann aotro ’zo koleret ;

  Met warc’hoas beure, beure-mad,
Me iel’ d’ Goadriou, war ma zroad.


II


  Jannedig Riou ’vonjoure.
En Koadriou pa arrue :

  — Demad d’ac’h, aotro Koadriou,
Me ’zo deut da c’houl’ iskuzou ;

  Iskus ma zad, iskus ma mamm,
Iwe ma hini ma hunan.

  — Jannet Riou, m’hoc’h eureujo,
P’ vefet bet ter noz en Koadriou,

  Hag o kousket gant ann aotro ;
Dre ma brasa le, m’hoc’h eureujo.

  Jannedig Riou a lâre,
Ann dervet noz pa achue :

  — Aotro Doue, petra lârinn
D’am zad, er gêr pa arruinn ?

  Disenoret ma breur bêlek,
Kollet fortun ma c’hoerezed !

  P’antreinn, ar zul, en ilis.
Me ’vô diskouezet gant ar bis.

  Ma lâro ann eil d’egile :
— Sell serc’h ’nn aotro Koadriou aze !

  — Tawet, Jannedig, n’oelet ket,
Me hoc’h eureujo pa garfet.

  Bars ann traon na pa ziskenfet,
Mewel ha mates ’c’houlenfet ;

  Mewel, mates d’ho serviji,
Ha vefet ann itron en ti.