Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/239

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


GLAOUDINA KABON
HA KADET LEZVEUR
Eil kentel.
________


I


  Glaoudina Kabon a lâre,
Gant ar vinz d’ann nec’h pa bigne :
— Petra ganin ’zo c’hoarvezet,
Ma c’horf-balen na brenfe ket ?

  Ma c’horf-balen na brenfe ket.
Me garie hen gwelet dewet !
Me garie hen gwelet dewet,
Ha me ken mistr vel pa oa grêt !

  Glaoudinaïg a lavare,
Lâre d’he mamm, un dez a oe :
— Un davanjer newez ’m eûs bet,
Kadet Lezveur ’n eûs-han prenet.

  — Kaset ho tavanjer d’ar gêr,
Tolet-ewez na ve re-ger !
Me ’m bô d’hech davanjerou-fleur,
Kaeroc’h ’wit re kadet lezveur.


II


  Glaoudinaïg a lavare
’N ti kadet Lezveur p’arrue ;
— Dalet, aotro ho tanvanjer,
Me ’zo deut d’hen digas d’ar gêr.

  — Glaoudina Kabon, ma mestres.
Deut ganin da danva peches ;
Deut ganin da danva peches,
Klewet am eûs oc’h dougeres ;

  Mar d’oc’h dougeres, ansaovet,
D’am c’hloarek iaouank tamalet.
— Mar d’on dougeres, eo ouzoc’h,
Na eûs den kiriek nemet hoc’h.