Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/233

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


GLAOUDINA KABON
Kenta Kentel
________


I


  Glaoudinaïg Kabon ’lâre,
Er gêr n’he mamm pa arrue :

  — N’ oun petra d’ar merc’hed ’m eûs grêt,
Gant ma reont euz ma sellet, [1]

  O lâret : — Setu Glaoudina Kabon,
Braoa plac’h iaouank ’zo ’n Léon !

  Glaoudina Kabon ’lavare
Er gêr d’he zad pa arrue :

  — Un davanjer newe ’m eûs bet,
Kadet Lezveur ’n eûs-han paeet.

  — Kaset ho tavanjer d’ar gêr,
Laket-ewez na ve re-ger.


II


  Glaoudina Kabon ’vonjoure,
Bars al Lezveur pa arrue :

  — Bonjour ha joa holl en ti-man,
Kadet Lezveur pelec’h eman ?

  — Et eo, Glaoudina, d’ar jardinn,
Da c’hortos lein da darewi.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  — Deut ganen, Glaoudina, ma mestres,
Na ewit tanva ar peches ;

  Na ewit tanva ar peches,
Klewet am eûs ’z hoc’h dougeres ?

  — Mar d-on dougeres, goûd a ouzoc’h,
N’eûs den kiriek d’in nemet hoc’h ;

  1. Locution bretonne difficile à traduire littéralement.