Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
He vamm ann itron a lâras
Da Delande, ’vel m’hen klewas :
— Mar t-eûs lac’het ’nn aotro Penangêr,
’Teûs pretantet ur gwall affer !
— Laket d’in dousenn mouchouero,
Iwe un dousenn rochedo ;
Iwe un dousenn rochedo,
Ma ’z inn breman e-mês ar vro.
Ann aotro Delande ’lâre
Euz Lanaskol pa gimiade :
— Adieu d’ac’h holl goajo Kerdu,
Birwikenn n’ho kwelan-me mu !
Kanet gant ur vaouez koz a vourk Plouillo.
_________