Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/227

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Ann aotro person a lâre
D’ vab ar Bihan eno neuze ;
— Hast brema, hast buhan monet
D’ vaner Lanaskol da lâret

  Penoz ’man ama Penangêr
’N eûs c’hoant da gaout un tamm affer ;
’N eûs c’hoant da gaout un tamm affer,
Gourdrouz’ ’ra torri ar skabell !


II


  Mab ar Bihan a lavare
En Lanaskol pa arrue :
— Demad ha joa er maner-ma,
’Nn aotro Delande pelec’h ’ma ?

  — ’Man duze ’r gambr ’em brepari
Mont d’ ’nn offern-bred da Geraudi.
Mab ar Bihan a lavare
Da Delande, p’hen salude :

  — lavaret a zo d’ac’h donet
Da Blouillo d’ann offern-bred,
Rag eman duman Penangêr,
Hen eûs c’hoant kaout un tamm affer.

  Delande, ’vel m’hen eûs klewet,
Abijo gwarnizon ’n eûs gwisket,
Ha trezeg Plouillo eo êt,
Gant nao pe dek euz he botred.


III


  Ann aotro Delande ’lâre
D’ann aotro Penangêr, p’hen gwele :
— Deus raktal ’mês ar skabell-ze,
Pe mes lac’ho dirag Doue !

  — Ha posubl a ve, ma Zalwer,
’Ven lac’het dirag ann aoter !
Delande ’lâre d’he botred,
A oa chommet bars ar vered :

  — Mar deu er-mês dre ann nor vraz,
Na chommet ket dirag he faz ;
Mar deu ’mês dre ann nor vihan,
Neuze ni ’zo sur anehan.