Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/225

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ANN AOTRO PENANGÊR
HAG ANN AOTRO DELANDE [1].
Eil Kentel.
________


I


  D’ oel Sant Barnabas, en mis maë,
’Oe lac’het ’nn aotro Penangêr ;
’Oe ’nn aotro Penangêr lac’het,
Gant Delande hag he botred.

  Ann aotro Penangêr ’lâre
D’he vamm ann itron, un dez ’oe
— Ar Voaswenn, Guionig ha me
A iel’ da Blouillo fete.

  — It d’ann offern-veure d’ar Jeodet,
Pe d’ Loguivy, d’ann offern-bred ;
Ho tad war he wele ’zo chommet,
Disul ’c’h aï’ ganac’h, mar be savet.

  — Drouk ha mad gant nep a garo,
Pluenn en awel tolet ’vô ;
Na tolet pluenn en awel.
Ha lec’h ma troïo, nin a iel’.

  Pluenn en awel ’zo tolet,
Trezeg bourk Plouillo eo êt.
P’int en Plouillo arruet,
N’oa ket komanset ’nn offern-bred.

  Ann aotro Penangêr ’lâre
’N ilis Plouillo p’arrue :
— Petra ’zo ’newez ’n ilis-ma,
Ma ’z eo tachet ar gador-ma ?

  Hastet digorri ar skabell,
Pe me hi zorro, n’ vinn ket pell !
Mab ar Bihan a lavaras
Da Benangêr, ’vel m’hen klewas :

  — N’ vô ket digorret ’r skabell-ma,
Ken a vô Delande ama ;
Ken a vô Delande aman,
P’autramant lizer digant-han.

  1. D’autres versions portent, au lieu de Delande, Eolande et même Sulandreo.