Ann aotro Delande ’lâre,
Er gêr d’he vamm pa arrue :
— En Plouillo me a zo bet,
Hag a garje na vijenn ket ;
Hag a garje na vijenn ket,
Ewit ar somm a dek mil skoed ;
Ia, ’wit ar somm a dek mil skoed,
’Nn aotro Penangêr ’m eûs lac’het !
— Mar e t-eûs lac’het Penangêr,
’C’halles kuitaët ar c’hartier ;
Te c’hall kuitaët ar c’hontre,
Rag n’ vankfont ket war da vuhe !
Tud-jentil Penangêr ’lâre
En Lanaskol, un dez a oe :
— Pelec’h ’man traïtour Delande,
Ha teuio d’ c’hoari ar c’hleve ?
Ar palefrenier a lâras
D’ann dud-jentil, pa ho c’hlewas :
— Delande er gêr n’eman ket,
Na ouzoun pelec’h hec’h eo êt.
Ann dud-jentil pa glewjont se,
A dibenn holl gwez ann ale ;
A dibenn holl gwez ann ale,
En dismeganz da Delande.
Kanet gant Garandel,
leshanvet kompagnon dall. — 1844.