Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/221

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  ’Nn aotro Delande a lâre
Da Benangêr, p’hen salude :
— Pe te deui’ ’mês ar gador-ze,
Pe me ’m bô da vuhe aze ?

  ’Nn aotro Penangêr a lâras
Da Delande, ’vel m’hen klewas :
— ’Mês ar gador me na inn ket,
Ken ’vô ann offern achuet ;

  Pa vô ann offern achuet,
Neuze e vinn lec’h ma karfet…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Pa ’c’h ee ’r prosession ’mês ann ilis,
N’ chomme den d’ehan vis-a-vis ;
Pa oa ann offern achuet,
’Mês ann ilis ez int bet êt.

  Person Plouillo a lâre
D’he barosionis en de-se :
— N’ sortiet den euz ann ilis,
Lest ann dud-jentil ’n ho divis ;

  N’ sousiet kristenn etre-z-hê,
Rag c’hoas ’vec’h gwasoc’h diout-hê.
Mês ann ilis int sortiet,
Da c’hoari ’r c’hleve ez int êt.

  ’Nn aotro Penangêr n’ wie ket
Ez oa Delande hernachet ;
Kenta toll kleve ’n eûs skoët,
He gleve dre ’nn anter ’zo torret.

  ’Nn aotro Penangêr a lâre
Da Delande, eno neuze :
— Gwes-all pa oas-te en arme,
’M eûs bet did ’lies da vuhe ;

  ’M eûs bet did ’lies da vuhe,
Les ganen ma hini iwe.
N’oa ket he gomz peurlavaret,
Gant ar c’hleve noas oa treuzet !