Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/217

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ANN AOTRO PENANGÊR
HAG ANN AOTRO DELANDE [1].
Kenta kentel.
________


I


  D’ oel Sant Barnabas, da wener,
’Oe lac’het ’nn aotro Penangêr ;
’Nn aotro Penangêr, a Blouillo,
Braoa mab den-jentil ’oa er vro.

  ’Nn aotro Penangêr ’c’houlenne,
Euz he vamm, al lun ar beure :
— Ma mamm, roët d’in-me konje
Da vont da Blouillo fete ;

  Da vont da Blouillo fete,
Ar Voaswenn, Guionig ha me.
— Da Blouillo na efet ket,
D’ar Jeodet ’m eûs lâret monet ;

  Mont d’ar Jeodet d’ar bardonan,
’Wit ho tad, ’zo ’n he wele klanv ;
Met, ma mabig, mar am c’haret,
Konje ho tad a c’houlenfet.

  ’Nn aotro Penangêr, ’vel ma klewas,
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignas ;
Gant ar vinz d’ann nec’h ’eo pignet,
Euz he dad hen eûs goulennet ;

  — Ma zad, roët d’in-me konje,
Da vont da Blouillo fete ;
Da vont da Blouillo fete,
Ar Voaswenn, Guionig ha me

  — D’ bardon Plouillo n’efet ket,
Gant Delande ’z hoc’h gourdrouzet ;
Gant Delande ’z hoc’h gourdrouzet,
Aoun braz am eûs na vec’h lac’het.

  1. D’autres versions portent, au lieu de Delande, Eolande et même Sulandreo.