Ha Kervegan, p’hen eûs klewet,
D’ann Tourello hen eûs lâret :
— Deus war da inkane bihan,
Ma ’z efomp-ni d’ar gêr buhan.
En hent-glaz pa int diskennet,
Kervegan hen eûs lavaret :
— Diskenn diwar d’inkane brema,
Ma c’hoarifomp ’r c’hlevez ama.
Ann Tourello a lavare
Da Gervegan, eno, neuze :
— Me ’wie ’r vad, euz da feson,
E wiskes dillad ur poultron !
Diwar he inkane eo diskennet,
Nag ewit c’hoari ar fleuret.
P’oa Kervegan ’c’hoari out-han,
’Oa ’n all dreg he geingn hoc’h hen lac’han.
Kenta ho d-eûs klewet ar gri,
’Oa Lokrenan ha tud he di ;
’Oa Lokrenan hag he daou vab,
’Oa o chaseal er brouz-koad.
Na Lokrenan a lavare
D’ann Tourello, eno, neuze :
— Aotro Doue, a posubl ’ve
Ve ann Tourello a vefe !
Na Lokrenan a lavare
D’ann Tourello, eno, neuze :
— Lavar un dra-bennag d’in-me,
Pa n’hellan klask bêlek d’as ine !
— Lak’ seis offern bars en offranz
Pa n’hellan disklezria m’ c’honsianz ;
Lak’ seis offern en Kernitron,
Honnes ’eo rouanes ann tron ;
Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/213
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ