Kervegan hag ann Tourello
A zo mignoned a bell ’zo ;
A zo a bell ’zo mignoned,
Met war ar gwinn hag ar merc’hed.
Na Kervegan a lavare
D’ann Tourello, un dez a oe :
— Me ’c’h a d’ vaner ann Dour brema,
Ewit goulenn ar verc’h hena.
Ann Tourello a lavare
Da Gervegan eno neuze :
— Na ve ket traïtour em andret,
Ewit-hon eo ’vô goulennet.
Ann aotrone a voujoure,
En maner ann Dour p’arrue : [1]
— Bonjour ha joa bars ann ti-ma,
Ar verc’h hena pelec’h ema ?
— Ema duze ’n kambr ann dourell,
Gant-hi diou pe der dimezell.
Ar verc’h hena, pa d-eûs klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon ’zo diskennet ;
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet,
Ha d’he zad e d-eûs lavaret :
— Diwallet, ma zad, ho pe grêt,
Rag ’wit Kervegan n’am bô ket ;
Gwell’ eo ganen ann Tourello
Wit Kervegan gant he vado.
- ↑ Le singulier est ici pour la rime