Ann dimezell a lavare
D’he mates-vihan en de-se :
— Lakaët ar bèr ouz ann tan.
Me wel o tont ma breur d’he goan ;
Me ’wel o tont ma breur d’he goan,
A-rog dira-z-han Lokrenan.
— N’ lakêt ket ar bèr ouz ann tan,
Na deui ket ann aotro d’he goan ;
N’ho bêt ket joa euz ma c’hezlo,
Rag’ ann Tourello ’zo maro !
’Nn aotro Tourello ’zo maro,
’Man el Lew-drez war he c’heno [1] !
Ann dimezell, pa d-eûs klewet,
Ter gwez d’ann douar ’zo zemplet ;
Ter gwez d’ann douar eo zemplet,
Lokrenan ’n eûs hi goureet.
’R wez diveza ma ’z eo savet,
E d-eûs komzet ha lavaret
Stagan euz ar c’harr ar c’hezek,
Ma ’c’h aje d’al Lew d’hen gwelet.
Kriz ’vije ’r galon na oelje.
Bars al Lew-drez nep a vije,
Hi gwelet ’vriata ’r c’horf maro,
Hag hen gwalc’hi gant he daero !
War-n-ezhan neuze eo koeet,
Hag he c’halon a zo rannet !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Man ann daou garf war ar varw-skaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
E-maint ho daou er memeuz be,
Doue d’ vezo gant ho ine !
Kanet en bourk Ploëgat-Guerrand
gant ur c’hemener — Maë 1863.
- ↑ Variante : ’N aotro Lampfrenen (Locrenan) a lâre
En Lezormel pa arrue :
— Demad d’ac’h mamzell ’nn Tourello,
Me ’deu d’annons ur gwall gêlo ;
Me ’deu d’annons ur gwall gêlo,
’Man ho preur ’l Lew-drez war he c’heno !
Lâret ra d’ac’h na oelfet ket,
Dre draïtouraj eo bet lac’het !
— M’ eo ma breur ann Tourello lac’het,
Balamour ma plije d’ar merc’hed ;
M’eo lac’het ma breur ann Tourello,
Braoa den iaouank oa er vro !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .