Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/199

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  N’ ’m eûs gwelet met diou lestr vihan,
Hi leûn a voged hag a dan,
Stignet gant-hê gwelio ruz-gwad,
Seblant a vrezel, a gombad. [1]

  — Pign c’hoaz d’ veg ’r wernienn uc’hellan,
Da c’houzoud pelec’h ’omp aman ;
Da c’houzoud pelec’h ’omp aman,
Homan ’vô ar wez diweza.

  Hag hen ’vont d’ar krec’h o oela,
D’ann traon a teue o kana ;
D’ann traon o kana e teuas,
Ha d’he vestr kerkent e lâras

  — Ma mestrig paour, em gonsolet,
Me gred ’omp en douar rentet ;
Me gred ’omp en douar rentet,
Tour Babylon am eûs gwelet.

  Me ’m eûs gwelet tour Babylon,
Hag a glew ar c’hleïer o sôn ;
Hag a glew ar c’hleïer o sôn,
Me gred oar tro ’r procession : [2]

  Me ’wel ma iontr ha ma moereb
O daou oc’h ober tro ’r vered…
...................................
Kriz a galon nep na oelje
War dour Babylon ’r zul da greis-de,

  ’Welet seis martolod ha tregont
’Tebarki ’sambles war ar pont ;
Tric’houec’h anhê ’c’houlenne boed,
Ar re-all ’c’houlenne bélek !

  1. Variante : Me a wel o tont ann Turked,
    Hag ho goeliou gant-hê stignet ;
    Stignet ho goeliou liou d’ar gwad,
    Sur omp a vrezel, a gombad.

    . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

      Dre c’hras Doue hag ann Drindet,
    Viktoar war-n-hê d-eûs goneet…
  2. Variante : Me ’wel a-c’hann tour Babylon,
    Ha tri serpant war he fignon,
    Hag ann dud ’zo bars ar vered,
    Tro procession ’nn offern-bred.