Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/197

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR MERDEDI
________



  Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz ’zo a newe savet,
Grêt d’ur vandenn martoloded,
’Oa war ar mor dôn ambarket ;

  Seis vloaz war-n-ugent hi ’zo bet
Na war ar mor dôn ambarket ;
Ar bloaz diweza anezhe
Eo manket ar betail d’ezhe.

  Hag ar betail pa eo manket,
Debri unan a d-eûs sonjet…

..................................

  Ar mestr al lestr a c’houlenne
Digant he baj biban un de :
— Pajig, pajig, ma faj bihan,
Ha te a t-eûs debret da goan ?

  — Na vô ket ’vel-se a vô grêt,
Ar blouzennig vêr ’vô tennet,
Ann hini ’n defo ar bêra,
Hennes ’vô debret da genta.

  Ar blouzenn-vêr pa d-eûs tennet,
Da vestr al lestr hec’h eo digwêt.
— Aotro Doue, ha posubl ’ve
’Ve ma martoloded ma debrfe !

  Pajig, pajig, ma faj biban.
Te ’zo dilijant ha buhan,
Kê d’ veg ar wernienn uc’hella,
Da c’houzoud pelec’h ’c’h omp ama.

  Hag hen vont d’ann nec’h o kana,
Hag o tont d’ann traon o oela :
— En beg ar wernienn me ’zo bet,
Ha tamm douar n’am eûs gwelet ;