Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
C’hui c’h a d’ar gêr, me na inn ket,
Grêt m’ gourc’hemeno d’am fried.
Lâret dezhi, mar komer par,
Komer ul labourer douar ;
Komer ul labourer douar,
Gant den a vor eo sur war-var ;
Ha kas he mab hena d’ar skool,
Ha diwal na ve den a vor ;
Ha kas he merc’h d’al leandi,
Peadra ’walc’h ’chommo gant-hi. [1]
V
Jannet Helari a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;
Na gave den hi c’honsolje,
Met he martoloded a ree :
— Tawet, Jannet, na oelet ket,
Me a wel arru ho pried ;
Me ’wel arru ul lestr-newe,
Iann ’nn Arc’hantek war he c’hourre…
Kanet gant ur vates hostaleri, en bourk Plistinn — 1864.
- ↑ Variante : Iann ann Arc’hantek a lâre
D’he baj bihan eno neuze :
— Pajig bihan, mar am c’haret,
Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket ;
Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket,
Gra m’ gourc’hemeno d’am fried.
Kas d’êhi ma roched leun a wad,
Ha lâr d’êhi hi c’hanna mad ;
Ha lâr d’êhi hi c’hanna mad,
Gant ann daero he daoulagad.
Ha lâr d’êhi, mar komer par,
Komer ul labourer douar ;
Komer ul labourer douar,
Gant den a vor hi ’ve war-var.
Lâr d’êhi reï he merc’h hena
D’ann nep hi gonlenno kenta ;
Na raï ket tensaour a verc’hed,
Na int ket mad da em viret ;
Ha kas he mab bihan d’ar skôl,
N’hen disko ket da aen a vôr :
Met he mab hena, m’hen goar mad,
A vô den a vôr ’vel he dad :
Hag he merc’h iaouank d’al leandi,
Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi ;
Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi,
Tric’houec’h kant skoed leve ’zo em zi…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kanet gant Marc’harit Fulup,
euz a barous Plunet — 1872.