Ar spagnol braz a c’houlenne
Ouz Iann ’nn Arc’hantek, p’hen komerre :
— Lavar d’in, Breton arajet,
Na a betra out-te karget ?
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’ar spagnol braz, pa hen klewe :
— Karget ’on a figes, a graon,
Hag alamandes, bet’ ann traon ;
Karget ’on ’winn Bourdel ar gwella,
Deut ganen ewit hen tanva.
Ar spagnol braz a lavare
Da Iann ann Arc’hantek neuze :
— Mar roës da verc’h-hena d’in-me,
Me ’lezo ganid da vuhe ;
Me ’lezo ganid da Vari,
Da vont war-vor da gombatti.
Ann Arc’hantek ’n defoa ur verc’h
’Oa gwenn he daou-dorn, ’vel ann erc’h ;
He daou-dornigo, he diou-jod,
Ken kaer hag al laez en ur pod.
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’ar spagnol braz, eno, neuze :
— Bikenn ma merc’h me na roan,
Hi c’holl pe gonid a renkan…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
’Gichenn ma fenn bete ma zroad
Te ’labe ma roched a wad !
M’ vije gant Jannet Helari,
Honnes ’denje ’r gwad anezhi.
Iann ann Arc’hantek a lâre
D’he verdedi, eno, neuze :
— Ma merdedi gêz, me ho ped,
Chui ’c’h a d’ar gêr, me na inn ket ;