Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/189

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


IANN AN ARC’HANTEK
________


I


  Jannedig Helari, merc’h he mamm,
E braoa plac’h ’vale dinamm ;

  Ha na gred ket sevel he fenn,
Gant ann dud-jentil hi goulenn ;

  Gant ann dud-jentil, ’r baroned,
O c’houlenn Jannet da bried.

  O pebeuz fortun hi d-eûs gret !
Un den-a-vor d-eûs komerret ;

  Un den-a-vor d-eûs komerret,
He hano Iann ann Arc’hantek.


II


  Iann ann Arc’hantek a lâre
D’he bried Jannet, un dez ’oe :

  — Ma fried Jannet, me ho ped,
Ul lestr newez a vô savet ;

  Me a savo ul lestr newe,
Wit roï en presant d’ar roue ;

  A veo he hano Mari,
’Aïo war-vor da gombatti.

  Me aï’ da gabitenn war-n-hi,
Iann ann Arc’hantek ’vô gant-hi.

  Pa vinn euz ’r c’hè, en Lanhuon,
Me a leusko tri zenn kanon ;

  Leusko tri zenn kanon er mor,
Ken a greno ’r gêr a Roskor ; [1]

  Hag a lakaï ma lestr en gwenn,
’Wit m’hi gwelfet a-ziabell.

  1. Au lieu de Roskô, pour la rime.