Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ann nor pa d-eûs bet digorret,
En he c’hichenn ez eo lampet ;
En he c’hichenn ez eo lampet ;
Ar plac’h kerkent ’zo desedet !
Ur mewel pini ’oa gant-han,
A lârer Pier anehan :
— Pier, ma mewel, sent ouzin,
Komer ma c’hleve, gra ouzin.
Setu aze ma holl arc’hant,
Iwe ma holl akoutramant.
Kerz d’ar gêr, ha lâr d’am c’heront
’Vinn desedet em regimant.
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
En he gichenn ’eo desedet.
Ha setu un intanv koz grêt
Ann noz kentan euz he eured ! —
Kanet gant Marc’harit Fulup
__________