Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/185

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



AR VROEG HE DAOU BRIED
Kentel all
________


I


  O retorn euz ul leur-newe,
Me am boa grêt ur bromese.

  Ur plac’hig koant ’m boa rankontret
Hag ez oa plijet d’am souhet.

  Ha me o c’houlenn diout-hi :
— Merc’hig, iaouank, da zimizi ?

  — Iaouankig mad a em gavan
Da zimizi c’hoaz er bloaz-man.

  — Ur mouchouar seï fleuriet
Hag ur walenn gaer alaouret,

  Mar bec’h fidel d’ho promese,
Merc’h iaouank, setu-int aze.

  Me hec’h a brema d’ann arme,
Na da serviji ar roue,

  Ha bars un daou vloaz pe un tri,
Me a deuio d’hoc’h eureuji.


II


  Setu ann daou vloaz tremenet,
He zad hen eûs hi dimezet ;

  He zad hen eûs hi dimezet
D’un den koz ha na garie ket.

  — Ewit senti euz ho komzo,
Ma zadig, me hen komerro ;

  Me hen komerro da bried,
Met kousket gant-han na rinn ket.

  Pa oa ann hanter-noz o sôn,
Hi o klewet mouez ur c’hlaron ;

  Hi ’klewet mouez he servijer
’Oa o retorn euz ar brezel.