Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/183

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Paj bihan ann aotro c’hoaz er gêr n’arru ket,
Jaketa ar Penhoad adarre a zo dimêt (bis).


IV


  — Pa oann en Keridon war gein ma marc’h o tonet,
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet (bis) ;

  Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet,
Gant meur a sonerrienn na diouz taol ann eured (bis).

  — Digorret d’in ho tor, plac’hig diou wez eureujet,
Arru ’on da digas d’ac’h ar pez poa goulennet (bis) ;

  Arru ’on da digas d’ac’h ar pez poa goulennet,
Ur gegel a gors Spagn, hag ur c’hlevez alaouret (bis).

  — Oh ! me a zo aman euz kosteïo ma fried,
Mar rafenn re a vrud, marteze ’ven skandalet (bis)…

  — Digorret d’in ho tor, plac’hig diou wez eureujet,
Rag indann ann amzer ma daoudorn a zo klezret (bis) ;

  Rag indann ann amzer ma daoudorn a zo klezret,
O terc’hel brid ma marc’h ha ma c’hlevez alaouret (bis)…

  — ’C’h àn da digorri ann nor, ’pa dlefenn bea lac’het,
Pa glewann lâret eo c’hui ez è ma c’henta pried (bis).

  Ann nor pa d-eûs digorret, ’n he gerc’henn hec’h eo lampet,
Etre he ziouvrec’h eno, war al lec’h ez eo marwet (bis) !

  Ur mewel ’oa gant-han, Pezr a lârer anezhan :
— Ma mewel, sent ouzinn, dalc’h ma c’hleve, gra ouzinn (bis) !

  Sell aze ma arc’hant ha ma holl akoutramant,
Kerz d’ar gêr, lâr d’am c’heront vinn marwet em rejimant (bis) !

  — N’am eûs ket ar galon, ma mestr kêz d’ho lac’han,
N’am eûs ket ar galon, balamour m’ho servijan (bis).

  Ha na oa ket he c’hir gant-han c’hoaz peurlavaret,
Ar paj bihan eno war al lec’h a zo marwet !

  Setu un intaon iaouank ann noz kenta he eured ! —


Kanet gant Marc’harit Fulup


[1]

  1. Dans le premier volume (pages 267 — 271), j’ai déjà donné deux versions de ce chant, mais beaucoup moins complètes. Cette dernière leçon a été recueillie depuis la publication de ce 1er volume, et voilà pourquoi elle ne se trouve pas à la place et au rang qu’elle devrait occuper dans l’ordre de classification que j’ai généralement suivi, selon la nature, les analogies et la date probable ou certaine des pièces. — La même observation est applicable à plus d’une autre pièce du présent volume.