Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/179

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR VROEG HE DAOU BRIED
________


I


  — Me am eûs ul lez-vamm ’r gwasa ’oufeac’h da gavet ;
Un heur a-rok ann de gant-hi me a ve savet (bis).

  Un heur a-rok ann de gant-hi me a ve savet,
Ha kaset da vouit dour da feunteun ar Washalek (bis).

  Pa oan etal ar feunteun, ma fichet hanter-garget,
Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet (bis) ;

  Ha me ’klewet ur vouez hag a oa deliberet,
Gant potr un den-jentil ’c’h abreuvi he ronsed (bis) ;

  Hen o kregi em dorn, ma c’has d’ar valanek,
Lakad ma daoulagad da sellet ouz ar stered (bis) ;

  Lakad ma daoulagad da sellet ouz ar stered,
Hag he re he-unan da sellet ouz ar merc’hed (bis). [1]

  Pa deuis a-c’hane, hag hen o roï d’in kant skoed,
Da vezur ma bugel, evel pa vije ganet (bis)…

  Me am eûs ul lez-vam, ’r gwasa ’oufeac’h da gavet,
Pa arruinn er gêr, me a vô sur groudouzet (bis).

  — Pa arrufet er gêr, mar bec’h gant-hi gourdrouzet,
M’ho ped da lâret d’êhi ’pô kât ar feunteun troublet (bis).

  M’ho ped da lâret d’êhi ’pô kât ar feunteun troublet ;
Gant potr un den-jentil, hoc’h abreuvi he ronsed (bis).


II


  Pa arruas er gêr, a oe gant-hi gourdrouzet,
Tolet e-meas ann ti gant he lez-vamm milliget (bis).

  A-c’hane hi zo êt na da di he maerones,
Da di itron ar Genkis, hi a oa bet alies (bis)…

  Ann itron d’he mates un de a d-eûs lavaret :
— Na terrupl, emezhi, ho kavan-me drouk-liouet (bis) !

  Na terrupl, emezhi, ho kavan-me drouk-liouet,
Pa arrujac’h em zi, al liou-se na dougec’h ket (bis).

  1. Le pluriel est ici pour le singulier, pour la rime.