Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/169

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades pa retorne :
— En han’ Doue, ma c’hamarades,
Chomm bepred fidel d’ar Werc’hes ;

  Me a wel duhont en bord ar c’hè
Tric’houec’h den-jentil o vale,
En un tu d’ez-he ar mor braz,
En tu-all tric’houec’h kleze noaz ;

  Ma c’hamarades, be fidel d’in,
Me hec’h a a-rok d’ho saludi.
Annaïg Ar Bail a lavare,
Hag en bord ar mor pa arrue :

  — Digant-oc’h, Gwerc’hes, a c’houlennan
Pe me em dol er mor, pe na ran ;
Mar em dolan er mor, ’vin beuet,
Mar na ven beuet, a vin lac’het.

  He c’hamarades a lavare
Da Annaïg Ar Bail eno neuze :
— Gwell eo ganen monet gant-hè
Ewit ma na e koll ma bube !

  Annaïg Ar Bail a lavare
D’he c’hamarades, eno neuze :
— Aotro Doue, ma c’hamarades,
Te na out ket fidel d’ar Werc’hes !

  Ann dud-jentil a lavare
D’Annaïg Ar Bail, eno neuze :
— Tawet, Annaïg, n’ lâret ket se,
C’hui a deuio koulz ha hi iwe ;

  C’hui a deuio koulz ha hi iwe,
P’autramant e kolfet ho puhe.
Annaïg Ar Bail, pa d-eûs klewet,
En kreis ar mor ez è em dolet.

  Annaïg Ar Bail a lavare,
En fonz ar mor doon pa arrue :
— Na aotro Sant Samson binniget,
C’hui ’rafe ur burzud em andret ?

  Me am eûs pemp kant skoed a leve,
A gontrado ouzoc’h daou-c’hant anhè ;
A gontrado ouzoc’h daou-c’hant anhè,
Mar ma rentet ’n ilis Sant Norvez !