Me ’m eûs ur proses en Roazon
A laka glac’har em c’halon ;
Mar karfenn roï ma fenheres,
’On sur da c’honid ma froses ;
Mar karfenn hi roï da Gersaozon,
Hennes ’zo barner en Roazon.
Ann aotro euz a Gersaozon
A zo denjentil ha baron.
Tad ar benheres a lâre
D’he vewelienn, un dez a oe :
— Mar arru Kersaozon aman,
Diskouet ma fenheres d’ehan.
Ann dimesell a lavare
Da dut he zi, ar memeus de :
— Mar arru Kersaozon aman,
’N han’ Doue, ma nac’het out-han ;
’N han Doue out-han ma nac’het.
Me ’c’h a d’ar jardin da gousket…
’N aotro Kersaoz a c’houlenne,
Bars ar maner pa arrue :
— Demad ha joa er maner-man,
Ar benheres, pa n’hi gwelan ?
— Et eo d’ar jardin da gousket,
Sellet dreist ar voger hi gwelfet.
— N’ vô dreist ar voger e sellinn,
Da vèd-hi d’ar jardin hec’h inn.
— Demad d’ac’h-c’hui, fourdelizenn,
C’hui ’zo kaer ’vel ur steredenn ;
C’hui ’zo kaer ’vel ur steredenn,
Me ’zo du ’vel ur vouarenn.
— N’ê ket ann aour hag ann arc’hant
War ho tro ho lakafe koant,
Ma ê al laou hag ar pillo
A zo ouzoc’h a druillado.