Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/153

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


un tamm euz ann hevelep gwerz


  — Ma mammig kéz, d’in-me lâret,
Pegoulz a vinn-me dimêzet ?
Mar grêt, grêt ma vô grêt ato,
Rag eman markis Mesl er vro .

  — Ken vefet pemp bloaz war-n-ugent,
A-nez kaout konje ho kerent.
— ’Wit ma c’herent a-beurz ma zad
Biskoas n’ho d-eûs karet ma mad…

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  Ar benheres a c’houlenne
Ouz he flac’h ar gambr, un de ’oe :
— Petra a dremen dre aze ?
Krena ’ra ’r pave indan-he.

  — M’ê markis Mesl war he gantvet,
’Zo deut, penheres, d’ho kwelet.
— Ha pa vefe war he vilvet.
Me n’am eûs out-han joa a-bed…

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  En Kerthomas me a zo bet,
Tra, m’hen toue, n’am eûs gwelet,
Nemet ur goz sall mogedet,
’Zo mad da neiz d’ar gaouenned ;

  Hag ur poull-dour en kreis ar sall,
Grêt d’ann houidi da vragal.
— Gaou ha lâres en kreis da fas !
En Kerthomas ’zo mado braz.

  En Kerthomas me a zo bet,
Ha treo a-walc’h am eûs gwelet :
En Kerthomas a zo ur sall
Alaouret betek ann douar ;

  Ar meubl en-hi en olifant,
Honnes ’zo kaer estrewit koant ;
N’eûs na dor na prennestr war-n-hi,
Na eûs mado d’ho alaouri…


Un Tamm All


  Penheresig, gloruses hoc’h,
Ann dud a oar awalc’h ez hoc’h,
Refuset mab al Luzuron,
Hag hen ken brao hag ur baron.