Ar benheres a lavare
En Gastelgall pa arrue :
— Digaset skabel d’azea,
Mar eo me ’r verc’h-kaer en ti-ma.
Skabel d’azea ’zo roët,
Un-all ’n he c’hichenn d’he fried :
— Digorrit frank ar prennestro,
Me ’wel paourienn a vandenno ;
Digorrit frank ar prennestro,
Ma roïnn d’he lod ma mado.
Pa sellan c’hoaz euz ann hent-braz,
’Welan ’r c’havalier gwisket ’n glaz ;
Ur c’havalier gwisket en glaz,
A zo henvel euz Kerthomas…
Ha Kerthomas a c’houlenne,
En Kastelgall pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar benheres pelec’h ema ?
— Kerthomas deuit bars ann ti,
Ma iel’ ho marc’h er marchosi :
Ur banket a zo achuët,
Hag unan-all ’zo komanset ;
Hag unan-all ’zo komanset,
Pa vô debret koan hi gwelfet.
Ar benheres a lavare
D’he mates vihan, en noz-se :
— Ma c’horfenno d’in dibrennet,
Rag ma c’halon a zo rannet !
N’oa ket he gir peurlavaret,
D’ann douar ez eo bet koueet ;
D’ann douar ez eo bet koueet,
Hag eno raktal eo marwet.
Ha Kerthomas kerkent ha hi,
Kent ma ’z eo êt er-meas ann ti…
Doue d’ bardono ann anaon,
E-maint ho daou war ar varwskaon ;
Et int ho daou dirag Doue,
Ha graz d’imp holl da vont iwe !
Kanet gant Mari Daniel,
a baroz Duault.