Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/147

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Na eûs penheres er c’hontre
’Zo pinvidikoc’h ’wit ’on-me,
Nemet penheres Rozambaou,
Mar gra ur paz, na raï’ ket daou ;

  Mar gra daou, ’wit tri na raï’ ket,
Rag he c’halon ’zo kontristet ;
Rag he c’halon ’zo kontristet,
Ha c’hui, markis a zo kiriek.

  N’ vale hini dirag ma fas,
’Vel mab ann aotro Kerthomas ;
N’ vale hini gant kerkoulz dremm
’Vel Kerthomas, en satinn gwenn.

  Me garie m’holl vado kollet,
Da Gerthomas bea dimêt ;
Da Gerthomas, pe d’ Goadelez
Pe da varon Koatgouradez.

  — Dre Gerthomas ’on tremenet,
Netra eno n’am eûs gwelet ;
Netra eno n’am eûs gwelet,
Met ur c’hoz maner distoët ;

  Hag ur vouillenn-dour ’n kreis ann ti,
’Zo mad da vragal d’ann houidi.
— Gaou a lâres en kreis da fas !
Te n’out ket deut dre Gerthomas.

  En Kerthomas a zo ur zal
Alaouret beteg ann douar ;
Alaouret beteg ann douar,
Grêt d’ann dut-jentil da vragal ;

  Kapl da zigomer ur roue,
Ha pa ve pemp kant anezhe ;
Ha pa ve pemp kant anezhe,
Hep lakad daou en ur gwele.


II


  Ar benheres a lavare
Er gêr d’he mamm pa arrue :
— Me garie m’holl vado kollet,
Ha d’ Gerthomas bea dimêt !

  D’ Gerthomas pe da Goadelez,
Pe da varon Koatgouradez.
He mamm neuze lavaras,
D’ar benheres, ’vel m’hi c’hlewas :