— Na pez torfed a t-eûs-te grêt,
M’ out deut ken iaouank d’am gwelet ?
— Torfed a-walc’h am eûs-me grêt,
Ann aotro ’nn Doujet ’m eûs lac’het,
Ha tric’houec’h he gamaraded,
O tifenn out-hè ma merc’hed,
Ha tric’houec’h archer, o tonet,
’Oa digaset d’am c’homerret.
— Gwillaouig Kalvez, d’in lâret,
Pe nez kar d’ac’h ’oa ar merc’hed ?
— Unan an-hè eo ma fried,
Ha diou-all ’zo ma c’hoerezed :
Eben ’zo merc’h d’am amezek,
Rôt en karg d’in d’evesaët.
— Gwillaou Kalvez, d’in-me lâret,
Gant pez armo e c’hoariet ?
— M’eo gant un tammig skeltrenn gwenn,
’Zo aman indan ma chupenn ;
’Zo aman indan ma chupenn,
’Zo he hano ar geuneudenn.
— Gwillaou Kalvez, d’in-me lâret,
C’hui ’c’hoarife euz ma soudarded ?
— Digaset hanter-kant er pors an-hè,
Na pan forz ’wit c’hoari out-hè.
Kriz ’vije ’r galon na oelje
En pors ar roue, en de-se,
’Welet hanter-kant kleve noaz
Dic’houinet eneb ur penn-bâz ;
Gwillaou Kalvez ’c’hoari out-hè
Gant he verc’hed eûz he goste ;
Gant he verc’hed eûz he goste,
Hag ho zapoud ’lec’h ma kare.
Kriz ’vije ’r galon na oelje
En pors ar roue, en de-se,
’Welet gwad ’r soudarded o skuilla,
Gwillaou Kalvez euz ho lac’ha.
Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/135
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ