Gwillaouig Kalvez ’n eûs lâret
Mont da bardona gant merc’hed,
Da santes Anna, d’ar Folgoat,
Ha d’ sant Selvestr, a galon vad.
Hag hen eûs grêt peder lew dro
Gant aoun ann Doujet ’zo er vro ;
Koulz ’oa dehan n’ dije ket grêt,
’Nn Doujet ’n eûs hen diarbennet.
’Nn otro ann Doujet a lâre
D’he balfrinier, en de-se :
— Me ’wel ’tont peder flac’h aze,
Breman am bô ar c’hoaz an-hè.
— Tolt-pled n’ho pe hini an-hè,
Gwillaou ar C’halvez ’zo gant-hè ;
Gwillaouig Kalvez, potr ar vâz,
’Wit daou na tri n’ ra ket a gaz.
Otro ann Doujet a lâre
Da Willaou Kalvez, eno neuze :
— Gwillaou Kalvez, d’in-me lâret
Pe nez kar d’ac’h ’eo ar merc’hed ?
— Unan an-hê ’zo ma fried,
Ha diou-all ’zo ma c’hoarezed ;
Eben ’zo merc’h d’am amezek,
Rôt d’in en karg d’evesaët.
Otro ann Doujet a lâre
Da Willaou Kalvez p’hen klewe ;
— Ro d’in-me merc’h da amezek.
Me ’leusko ganid da bried.
— Koulz marc’had ho pô ma fried
Hag ho pô merc’h ma amezek,
Rag c’hui n’ho pô hini an-hê,
Pe ’kollinn aman ma buhe.