Ar c’homt a Goat-Louri, euz a dreo Kaouennek
’Zo êt d’ bardon Sant-Weltas, da barous Tonkedek,
Ha n’hen doa ken deseign na ken intansion
Met, en finn ar pardon, ober d’ar zôner zôn.
Na pa sav nep affer, nep kerel dre ar vro,
N’eo ket tud a enor kenta ho c’homanso ;
Ma eo daou vagabon, oa etre-z-he affer,
A-boe ul leur-newe, bars en pardon Ploubezr.
Ann hostis a lâre da Borz-Lann : — Et er-meaz,
P’autramant ’vô gwaleur a-benn finn ann dewez ;
Ar c’homt ar Goat-Louri ’zo meurbet koleret,
Otro, êt d’hen kavet, ouzoc’h e sent bepred.
Ann otro a Borz-Lann, evel m’hen eûs klewet,
Prompt e-meaz ar gabarad a zo bet dilammet,
Hag ’n eûs lâret d’ar c’homt, euz a greiz he galon :
— Otro, seset ho koler, koll ’refet ar pardon.
Ar c’homt a Goat-Louri hen eûs bet respontet,
D’ann otro a Borz-Lann, ’vel m’hen eûs bet klewet :
— Em dennet, otro Porz-Lann, em dennet, it a-dre,
P’autramant m’ho treuzo raktal gant ma c’hleve !
Ann otro a Borz-Lann, dre ma oa puisant,
N’eure ket kalz a van ’wit hen klewet ’parlant.
Ar c’homt a em dennas a-dren ur paz pe daou,
Hag o treuzi he gleve indan he vron deou !
Paroasionis Tonkedek, c’hui a zo bet tud lach,
Lest lac’ha ho kabitenn, ha c’hui holl war ar plaz !
Paroasianis Tonkedek allas ! na wient ket
’Vije ho c’habitenn dre drahison lac’het.
He bried, he vugale, p’ho d-eûs klewet ar vrud
Penoz ez oa lac’hed, komun e-touez ann dud,
Penoz ’oa ’r vrud komun da lâret ’oa lac’hed,
E-kichenn ar gerel ez int bet em rentet.
He bried karanteüz, pa d-eûs han bet gwelet,
Da galz a blaso santel e d-eûs han bet gwestlet,
Roï a ra he davanjer d’ann otro sant Weltas.
He fried karanteüz out-hi neuze a gomzas :