Traonlavane a lavare
’N ti he c’hoar Jannet p’arrue :
— Ma c’hoar Jannet, d’in-me lâret
Pelec’h è manet ma fried ?
Pelec’h è manet ma fried,
Pa n’è deut d’am digomerret ?
— Ho pried a zo desedet,
A-boe dizio tremenet.
Traonlavare, p’hen eûs klewet,
Da di ’r person ’zo em rentet ;
Da di ’r person eo em rentet,
Hag out-han hen eûs goulennet ;
— Otro ’r person d’in-me lâret,
c’hui ’c’h eûs interret ma fried ?
— N’ ’m eûs ket interret ho pried,
Na klewet a vije marwet…
Traonlavane lavare
D’he c’hoar Jannet, pa retorne :
— Pelec’h t’eûs lâket ma fried ?
’R person n’eûs ket hi interret.
— Eman duze bars ar jardinn,
Plantet e-touez al louzou-finn !
Traonlavane pa ’n eûs klewet,
He gleve dre-z-hi ’n eûs treuzet ;
He gleve drezhi ’n eûs treuzet,
Ha bars ur bâl ez è kroget ;
Ha bars ur bâl ez è kroget,
’Wit disinterri he bried.
Ha pa ’n eûs-hi disinterret,
He galon paour a zo rannet.
Laket n’ eûs hi war he varlenn,
Ha marwet è neuze soudenn.
Emaint ho daou war ar varwskaon,
Doue d’ bardono ann anaon !
Marw int ho daou hag archedet,
Pred d’ vont d’ann douar binniget !
Dastumet en enez Vaz, er bloaz 1854.