Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/121

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  Ma breur ar baron unnekvet,
’Wit rekour ho puhe, m’ fried.
Hen kuza ouzoc’h na dalv ket,
Bet’ ar roue ’vô rèd monet.

  Jannet ar Bihan a lâras
Da Draonlavane, pa glewas :
— Mar et-c’hui beteg ar roue,
En han’ Doue ma ’z inn iwe !

  — N’ ’m eûs ket karonsio ekipet,
Da varc’heges na badfac’h ket :
M’ho kaso d’ di ma c’hoar Jannet,
El lec’h n’ho peo drouk a-bed.

  — M’am c’haset d’ di ho c’hoar Jannet,
Klasket d’in plenkenn ma arched ;
Klasket d’in plenkenn ma arched,
Na vinn ket beo pa retornfet !


VII


  Traonlavane a lavare
’N pales ar roue p’arrue :
— Salut, sir, ha c’hui rouanes,
Setu me deuet d’ho pales.

  Ar roue neuze ’lavaras,
Da Draonlavane, p’hen klewas :
— Petra a waleur a t’eûs grêt,
M’out deut ken iaouank d’hor gwelet ?

  — Dek ma c’heront am eûs lac’het
Ma breur ar baron unnekvet ;
Ma breur ar baron unnekvet,
’Wit rekour buhe ma fried.

  Ar rouanes neuze lâras
Da Draonlavane, p’hen klewas :
— Muia tra ma ’z out bet manket,
Na t’eûs ganid hi digaset ;

  Na t’eûs ganid hi digaset,
En buhe n’hi asgweli ket.
Me ’skrivo did war baper ru
Bale hardis bars en pep-tu ;

  Me ’skrivo did war baper glaz
Bale hardis bars en pep-plaz ;
Me ’skrivo did war baper gwenn
Bale dre-holl uc’hel da benn !