Ar Bihan koz a lavaras
Da Draonlavane, p’hen klewas ;
— Na gaketet ket ma merc’hed,
N’e maint ket en sell d’ho kavet.
— N’è ket kaketal a fell d’in,
Ho merc’h Jannet, d’hi eureuji.
— E-mèdi duze er jardinn,
Hoc’h ober ’r boked louzou-finn ;
Hoc’h ober ’r boked louzou-finn,
A varjolenn, a durkantinn ;
A varjolenn hag a lavand,
A dere eus ur plac’hig koant.
Traonlavane ’vel ma klewas,
Bars ar jardinn a em rentas ;
— Demad d’ac’h-c’hui ma c’harante !
— D’ac’h, emezhi, Traonlavane.
Ar Bihan koz, p’hen eûs klewet,
Bars ar jardinn ’zo em rentet :
— Pep ’vil skoed leve ’n eûs ma merc’hed,
Gant honnes ho pô daou vil skoed.
’Nn otro ’r markis a lavaras
D’ar Bihan koz, ’vel m’hen klewas :
— Lest he mado d’he c’hoerezed,
Netra gant-hi n’ c’houlennan ket ;
Mado ’walc’h ’zo ’n Traonlavane,
Lec’h ma zo pemp mil skoed leve ;
Me ’breno d’hei ’n abit sei-gwenn,
Hi eureujo brema soudenn.
Traonlavane a lavare
’N ti ar person pa arrue :
— Otro ’r person, d’in-me lâret,
C’hui lârfe offern ann eured ?
C’hui lârfe offern ann eured
’Wit hon ha ’wit ma dous Jannet ?
’Nn otro ’r person a lavaras
Da Draonlavane p’hen klewas :
— Oh ! ia sur, emehan, otro,
Brema-soudenn me hi lâro ;
Me ’lâro offern hoc’h eured
’Wit-hoc’h ha ’wit ho tous Jannet.