Me a zo bet eus hi c’herc’had,
Ar c’hreiz-de-man, en ti he zad,
Am eûs esper, gant gras Doue,
Monet d’hi c’has d’ar gêr arre.
Traonlavane a lavare
Da Jannet ar Bihan neuze :
— Jannedig, a c’hui dimezfe
Da genta mab ho goulenfe ;
Hag a ve den a galite,
Perc’henn da bemp mil skoed leve ?
— Na oann ket maget ken iaouank
Ma lavaris inkontinant :
— Otro ’r markis, ma iskuzet,
N’hoc’h ket ’r c’henta am goulennet ;
Ma vijen êt gant ar c’henta,
Na oann ket da dimi brema ;
Na eo ket war ar c’hroazhentjo
Eo a ve grêt ann dimizio,
Met en ilis, pe er porchet
Dirag hon Zalwer benniget ;
Met en ilis, pe er porchet,
Dirag hon Zalwer binniget,
Un toulladig tud da destou,
Hag ur bêlek, mar na ve daou.
— Tawet, Jannet, na oelet ket,
M’ho kaso d’ar gêr pa garfet.
— N’ deufet ket, otro, ’wit fete,
Gortoët warc’hoas ar beure.
Jannet ar Bihan a lâre
Er gêr d’he zad, pa arrue :
— Me am eûs gret ur bromese,
Ma Doue, garje n’am bije ;
Me am eûs gret ur bromese
Eus ann otro Traonlavane,
Allas ! a garje n’am bije…
Ma Doue, petra a rinn-me ? —
Ar Bihan koz, ’vel ma klewas,
Ur fasad d’he verc’h a roas :
— Da betra t’eus-te prometet,
Mar na c’houlennes ket monet ?