Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/98

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Hi gwaz oa et da labourad,
Kredet, hen doa gwall galounad,
O welet marwet ar paour-kez,
Lazet gant ar vizerablez !

   Met dre ar justiz a Zoue
E warw ar vroeg kerkent neuze !
Un amezeg a zo redet
D’ar park, da laret d’hi friet :

   — Na fachet ket euz ar c’hezlou,
Marw eo ho kroeg war ann treuzou ! —
— Ma mignon, m’ho trugareka,
Eomb d’ar ger d’hi sebelia. —


III


   D’anter-noz oa ’nn interamant,
Ma em breparjont promtamant.
Staget oe tri loen euz ar c’har
En aviz hi c’hass d’ann douar.

   Kaer ho doa chacha ho gwella,
Na oant ket wit hen diblasa.
E-lec’h tri, c’houec’h a zo staget,
Ha c’hoas ar c’har n’ ziblase ket.

   Staget a zo seiz a loened,
A bepred na ziblase ket !
Ar veleïenn ’zo arruet,
Ma lavarjont oa red gwelet.

   Ann arched a zo digorret,
Ha netra en-han ’zo kavet ;
Na euz kavet netra ebars,
Met ur barbet-du hag ur c’haz !

   Neuze ’n taol-kurun a zeuaz
A-uz d’ar c’har, ken a grenaz,
Hag hen euz bet holl luduet,
Hep poan d’ann dut, na d’ar c’hezek !

   Diskaret hen euz ilizou,
War ar mor-braz, batimantjou,
M’ho deuz renket koll ho buhe
Ann holl gristenienn oa en-he,

   M’ho supli, kement laka ed,
Da sonjal ’r pez oc’h euz klewet:
N’eo ket gant Doue puniset,
Gant ann diaoul eo a oa et!


Kanet gant ur baourez koz
a Gurunhuël.