Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/96

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



AR GERNEZ.
________


I


   Speret santel, speret lijer,
Roet d’in gallout ha sklezder,
Ewit sevel ur werz newez,
Ur werz war sujet ar gernez!


II


   Ar paour a erruaz en ti
Da c’houlenn, en hano Doue,
Un tamm boed da em zoulaja,
Un tammik bara, ’wit bewa.

   Ma laraz ar gwaz d’he briet,
Gant ann druez ’n doa hen gwelet:
— Un druez-vraz am euz out-han,
Roët un dra bennag d’ez-han. —

   — Petra dalv dide kavet par ?
Neuze ni a reïo regal ?
D’ar re-baour da chomm ’n ho c’hanton;
Te vezo en keit-se haillon ! [1]

   — Te oar er-vad eo ker ann ed,
Ha gonidegez na euz ket;
Dewez ar paour na eo netra,
Ken ker eo ’nn ed da gaout bara ! —

   — Me ’m euz tri-c’hant bigoded ed,
N’int ket da reï d’ar gailloched ;
Mar d’eo me a gommant aman,
Foeltr tamm na vezo roet d’ez-han ! —

   Ar gwaz, saouezet hi c’hlewet,
Hen euz a-newez lavaret :
— Roët ’n tamm d’ar paour da vewan,
Un druez-vraz am euz out-han ! —

   — Mar eo me a gommant aman,
Foeltr tamm na vo roët d’ez-han ! —
Ar paour a fatig he galon,
Hag a zo marwet gant ann naoun !

  1. Je ne sais pas si j’ai bien compris ce couplet, dont le texte doit être altéré.