Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
It d’ar ger, laret d’am friet,
Donet d’ann ifern d’am gwelet ;
Donet d’ann ifern d’am gwelet,
Pa vo arru n’ zistroo ket.
Mar karrie bout rot hep-goud d’in
Ann aluzon ebars hi zi,
’Vije unan hon daou zalwet,
Brema hon daou ez omp kollet ! —
— Ha penaoz reï a-hep-goud d’ec’h ?
War ar bara oa alc’houezet,
War ar bara oa alc’houezet
Ar bleud el laouer oa merket ; —
— Hag ’vije ’r bara alc’houezet,
Hag ar bleud el laouer merket ;
Hag ar bleud el laouer merket,
Ann ed en arc’h na zellenn ket ! —
Kanet gant Mari-Yvonn AR ROUE, 70 vloas.
Plouaret, 1867.
___________