Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/82

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Pa well allumi goulou-glaz
Bars ann tu-deo d’ann aoter-vraz,

   Ez ia bars ar govezion,
Kelennet-mad gant ar person,

   Nag ewit gwelet ann anaoun
Oc’h ober tro ’r procession.

   Assedet oant ’tre ter vandenn,
Re-du ha re-c’hriz ha re-wenn.

   Touez ar re-c’hriz ez oa hi mamm,
Na oa ket ker-braz hi estlamm.

   Pa doa gret ann dro en antier,
Ez ia da gaout hi davanjer ;

   Ez ia da gaout hi davanjer,
Hag hen laka ’tre c’houec’h kartier.

   Ur c’hoar dimezet doa ’r plac’h-se,
Hag a Willioudaz en noz-se.

   Da derc’hel ’r bugel eo klasket,
Ha prest a deuz laret monet.

   Pa ’z ia ’r bugel d’ veza badeet
Euz ar belek deuz goulennet,

   Deuz ar belek deuz goulennet,
M’ vije ’n hano d’hi mamm laket :

   — Kerlies gwes ha m’hen gwelinn,
Dont a raï sonj euz ma mamm d’inn. —

   Pa ’z eo ar bugel badezet,
Neuze kerkent eo bet marwet ;

   Neuze kerkent eo bet marwet,
D’hen veill’ hi a zo bet chommet.

   Pa ’z eo ar bugel douaret,
Da gaout ar person hi ’zo et ;

   Mont a ra da gaout ar person,
’Wit konta d’ez-han hi rezon.

   — Ia, ma merc’h, komz gant-hi refet,
Mar gret ’vel ma vo d’ac’h laret. —

   Ar plac’h, pa oa debret hi c’hoan,
Ez ia d’ar vered hi hunan,

   Kass ’nn drivet davanjer gant-hi,
D’ lakad war ar bez da bedi.

   Pa well allumi goulou-glaz,
Bars ann tu-deo dann aoter-vraz,

   Ez ia bars ar govezion,
Kelennet-mad gant ar person,