Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/80

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



AR PLAC’HIK HAG INE
HI MAMM.
GWES KENTA.
________


I


   Ur plac’hik euz a baroz Blan,
’Deuz goulennet gwelet hi mamm ;

   Gwelet hi mamm ha komz oud-hi,
Gant ar c’heuz braz hi doa d’ez-hi.

   Monet ’ra da gaout ar person,
Wit konta d’ez-han hi rezon :

   — Ia, ma merc’h, komz gant-hi ’refet,
Mar gret ’vel ma vo d’ac’h laret :

   Epad ter-noz, a-c’houde koan,
Iefet d’ann iliz ho unan ;

   Kass ganac’h tri davanjer d’eï,
Da lakad war ’r bez da bedi. —


II


   Pa well allumi goulou-glaz,
Bars ann tu-deo d’ann aoter-vraz,

   Ez ia bars ar govezion,
Kelennet mad gant ar person,

   Nag ewit gwelet ann anaoun,
Oc’h ober tro ’r procession.

   Assedet oant ’tre ter vandenn,
Re-du ha re-c’hriz ha re-wenn.

   Touez ar re-du ez oa hi mamm,
Oh ! Doue, pebeuz da estlamm !

   P’ho doa gret ann dro en antier,
Ez ia da gaout hi davanjer ;

   Ez ia da gaout hi davanjer,
Hag hen laka ’tre nao c’hartier.

   En noz warlerc’h, p’oa debret koan,
’Z ia arre d’ann iliz hi hunan ;

   Kass an eil davanjer gant-hi,
Da lakad war ’r bez, da bedi.