Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/76

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   ’Zo en-han ter aer-wiber o c’hori ur serpant,
Hag a dewo ar bed-ma en holl antieramant.

   Mar deu ma loenidigou da ober bloavez-mad,
A renkont beza bewet gant ur boued dilikad :

   Na vo ket gant leas-peutrinn eo a vezoint bewet,
Ma vo gant ar goad roïal euz ann inosanted ;

   Ma vo gant ar goad roïal euz ann inosanted,
Kent wit monet d’ann iliz da veza badezet.

   Me ouie laza ’r bugel en kornik ar porchet,
Prest da resev badeziant, hag ar belek gwisket. —

   — Arsa eta, Janedik, brema pa ’z oc’h barnet,
Petra ’zo dleet d’ober wit na brodufont ket ? —

   — Ho lakad en kreiz ur park, ober tan ’n dro d’ez-he,
Ann douar a zigoro, a lonko ann ez-he !

   Ha me ho ped, mar gret tan, gret ma vezo tan frank,
Mar achap hini ’nn ez-he, ’tewo ar firmamant !

   Mar vijenn-me bet chomet c’hoas ur bloas en buhe,
Am bije lakad ar bed da vont war he goste ! —


Kanet gant Mari-Job KADO. — 1849.


─────────