Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/74

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


JANEDIK AR ZORSERES.
EIL GWES.
————


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   — Pa is kenta da Baris, da ziskin ar Gallek,
Me na ouienn, ma Doue, nemet ma chapelet.

   Met brema me ’m euz disket, me oar skiva ha lenn,
Ha kerkouls hag ar belek laret ann oferenn ;

   Me oar kana ’nn abostol, bars ann oferenn-bred,
Ha konsakri ann hosti, mar ve d’in permetet. —

   — Laret-c’hui d’in, merc’h iaouank, gant piou oc’h euz disket,
Oc’h euz disket ar sekret ewit gwalla ann ed ? —

   — Gant ur c’hloarek iaouank a oa en ti ma zad,
Ma c’hasse bep-noz gant-han wit gwelet ar zabad ;

   Ma c’hasse bep-noz gant-han wit gwelet ar zabad,
Hag am euz disket ann drouk, e-lec’h diski ar vad :

   Ha pa arruenn eno, na glewenn mann er-bed,
Nemet kaoz ar zorserienn hag ar zorseresed ;

   Nemet kaoz ar zorserienn hag ar zorseresed,
Hag e-lec’h diskin ar vad, ann drouk am euz disket ! —

   — Laret-c’hui d’in, merc’h iaouank, gant piou oc’h euz disket,
Oc’h euz disket ar sekret ewit gwalla ann ed ?

   War-hed seiz lew diouzoc’h n’euz dioanet tamm ed,
Ha bugel-bihan ganet, hini n’euz badezet ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   — Laret-c’hui d’in merc’h iaouank, petra ’zo red kavet,
Petra ’zo red da gavet, ewit gwalla ann ed ? —

   — Na lagad-kleiz ul mal-bran ha kalon un tousek,
Ann had dimeuz ar radenn, noz goel-Iann dastumet.

   Kenta lakiz ma louzou, da c’houd ha hi oa mad,
Oa ’n ur mezoad segall hen doa hadet ma zad ;

   Oa ’n ur mezoad segall hen doa hadet ma zad,
Hag a oa et d’hen hada tric’houec’h hanter poellad ;

   Hag a oa et d’hen hada tric’houec’h hanter poellad,
Met na euz ket bet en-han tric’houec’h skudellad-vad.

   Me ’m euz ur c’houfik-bahut ebars en ti ma zad,
Ar c’henta hen digoro, hen defo kalonad!