Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/70

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


JANEDIK AR ZORSERES.
GWES KENTA.
________


I


   — Eomp-ni hon daou Janedik, d’ar pardon d’ar Ieodet,
Pell-braz dimeuz a amzer ’m euz prometet monet. —

   Janedik a lavare, p’oa drem-dost d’ar Ieodet :
— Aman a-vad, eme-z-hi, ’zo ’r parkad kaer a ed !

   Aman a-vad, eme-z-hi, ’zo ’r parkad kaer ’segall,
Hag a-benn ma retornfomp, na vo nemet pigall ;

   A zo bet et d’hen hada tric’houec’h poezellad had,
’Benn vo daro da droc’ha, na vo met ur rennad !

   ’Benn vo daro da droc’ha, na vo met ur rennad,
Hag a-benn ma vo gwentet, n’ vo ket ur skudellad ! —

   — Na gwallet d’in ledander ul linsel-wenterez,
Ha me a welo neuze ha c’hui ’zo zorserez. —

   — Salv-ho-kraz, ma zad, ’me-z-hi, n’hallan ket hen ober,
Dont rafenn da rouinan ar vro-ma en antier. —

  — Eomp-ni d’ar ger, Janedik, eomp-di d’ar ger hon daou,
Ha laromp a wir galon adieu d’ar pardoniou. —


II


   Ann ozac’h Iann a lare bars ar ger, d’he bried :
— Ni a meump maget ur verc’h a oar gwalla ann ed ;

   Me ia d’hi rekomandi d’ar prokuror iskar (fiscal ?). —
Ann ozac’h Iann a lare d’ar prokuror iskar :

   — Ni a meump ganet ur verc’h a oar gwalla ann ed,
Grit ho posubl ’n hi andret, wit omp-ni hon euz gret. —

   — Digasset ho merc’h ama, ma vo interrojet,
Barnet dirag ’nn tribunal, mar deuz-hi meritet. —


III


   — Laret-c’hui d’in, Janedik, brema pa ’z oc’h barnet,
Penaos ’c’h euz dîsket ’r sekret ewit gwalla ann ed ? —

   — Gant ur mesaër denved a oa en ti ma zad,
Ma c’hasse bepnoz gant-han da welet ar zabad,